Pietro Perugino

Emboltred
Ritratto del Perugino, poltred gant Raffaello pe Lorenzo di Credi, Uffizi.
Plakenn-gounaat war e di e Città della Pieve
Chiara Fancelli en Madonna
Apparizione della Vergine a san Bernardo (1488-1489)
Eured ar Werc'hez, etre 1500 ha 1504, Mirdi an Arzoù-kaer e Caen, e Normandi

Pietro di Cristoforo Vannucci, anavezet evel Il Perugino, ganet war-dro 1448 e Città della Pieve, nepell diouzh Perugia, en Ombria — marvet en 1523 e Fontignano (frazione eus Perugia), a oa ul livour italian eus mare an Azginivelezh, unan eus mistri skol Ombria, ha gantañ e oa bet Raffaello o teskiñ ar vicher. Taolennoù relijiel dreist-holl en deus graet, enne Gwerc'hezed gwisket kran hag aelez leun a velkoni ha hep personelezh, « o labourat er relijion evit dastum arc'hant » hervez an arzvarnour Élie Faure.

Labourat a reas e Firenze ha Perugia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search